Steve Gadd

Steve Gadd e 2007.

Steve Gadd (ganet d'an 9 a viz Ebrel, 1945 e Rochester, New York) zo un tabouliner amerikan kontet da vezañ unan eus an daboulinerien vrudetañ er bed. Anavezet evit bezañ bet savet lusk mil brudet ar ganaouenn "50 Ways to Leave Your Lover" gant Paul Simon. Labouret en deus bet gant un niver bras a dud hag a strolladoù, en o zouez Paul McCartney, Steely Dan, Al Jarreau, Joe Cocker, Chick Corea, Eric Clapton, James Taylor hag ar Bee Gees.

Krog e oa da daboulinañ pa ne oa nemet seizh vloaz. Da unnek vloaz e taboulinas evit Dizzy Gillespie.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy